130 likes | 274 Views
Sell Turner ha Monet war an trenioù. William Turner. Rain, Steam and Speed , The Great Western Railway , 1844. Eoullivadur, 91 x 122 cm. Londrez, National Gallery. Kenaozañ an oberenn. An oabl: Latar , glav ha moged an tren. Ar pont
E N D
Sell Turner ha Monet war an trenioù
William Turner Rain, Steam and Speed , The Great Western Railway, 1844. Eoullivadur, 91 x 122 cm. Londrez, National Gallery.
Kenaozañ an oberenn An oabl: Latar , glav ha moged an tren Ar pont “Maidenhead Railmay Bridge” a oa bet savet ledan a-walc’h evit ma c’hellfe bezañ daou hent houarn war c’horre. Ar marc’h du Boaz e oa Turner da veajiñ etre Londrez hag Exeter gant an tren-mañ. (E touez ar re vodernañ e oa) . Ar Stêr AnTavouez eo ar stêr a dreuz Londrez hag a ya war-zu Mor an Norzh.
William Turner Ganet eo John Mallord William Turner e 1775 e Londrez. Kroget e oa da livañ yaouank tre ha diskouez a rae e oberennoù kentañ e stal e dad a oa troc’her barv. Beajiñ a ra kalz en Europa (Breizh, Bro C’hall, Italia, an Izel-broioù...) met livet en deus kalzik e gêr muiañ karet: Londrez. Bammet e oa gant truzfurmadur e vro abalamour d’an industrializadur. Alies e live bagoù dre aezhenn pe trenioù o tiskouez al latar (fog) hag ar moged d’un doare dic’hortoz: implijout a rae liv splann (melen, orangez) evit skêrijennaat e oberennoù. Emboltred, 1798
Desket en doa livañ d’un doare klasek... Diskar impalaeriezh Kartaj, 1817
...met tamm ha tamm e kemer frankizoù, da skouer e-keñver skêrijenn, lusk. The Harbourg of Brest, 1827 1- Peseurt diforc’h a welit etre doare livañ klasek hag hini 1827?
« Evitañ ne oa ket ar pouezusañ eilskeudenniñ met kentoc’h lakaat da vezañ kizidik, lakaat war-wel ur drivliadenn, ur santad » A.C Krausse, Histoire de la peinture de la Renaissance à nos jours, Gründ, 1995. 2- Peseurt santadoù e teu a-benn da ezteurel hervezoc’h?
Claude Monet Emboltred, 1889 Awenet e oa ivez Claude Monet gant an tout an traoù nevez ijinet d’ar mare-se. E Pariz e oa bet brasaet ti gar Sant Lazar e 1867 gant savadurioù graet gant dir ha gwer. Ti gar Sant Lazar a oa ti gar brasañ Frañs e lec’h ‘oa treuzdougenet marc’hadourezh a bep seurt ha 25 million a veajourien bep bloaz. Diskouez a ra Monet ti gar Sant Lazar e 1877 dre implijout an doare livañ trivliadelek pe impresionist.
« La gare Saint Lazare » Caude Monet, 1877, eoullivadur (82 – 101 cm) Fogg Art Museum, Cambridge
Toenn nevez savet gant dir ha gwer Savadurioù Pariz Ar marc’h du oc’h arruout en ti gar Un tren difiñv Henthouarnour
4- Gant sikour an teir zaolenn-mañ gant Monet, kavit teir arouezenn a dermen an doare livañ impresionist.