170 likes | 443 Views
Tres de Mayo Francisco Goya. Tres de Mayo gant Goya An tem. Tem istor: E 1808 e tegouezh Napoleon e Spagn gant ar c’hoant lakaat e vreur Joseph Bonaparte e penn ar Stad . Deskrivet eo gant Goya e 1814 gwaskerezh arme Frañs a oa bet da heul emsavadeg ar Spagnoliz d’an 2 a viz Mae 1808.
E N D
Tres de Mayo Francisco Goya
Tres de Mayo gant GoyaAntem Tem istor: E 1808 e tegouezh Napoleon e Spagn gant ar c’hoant lakaat e vreur Joseph Bonaparte e penn ar Stad . Deskrivet eo gant Goya e 1814 gwaskerezh arme Frañs a oa bet da heul emsavadeg ar Spagnoliz d’an 2 a viz Mae 1808.
Tres de Mayo gant GoyaAr c’hinnig Liver : Francisco Goya, liver brudet tre e Spagn (1746-1828) Eoullivadur 2,66 m X 3,45 m miret e mirdi ar Prado, e Madrid. Livet e 1814 ha paeet gant gouarnamant Spagn.
Tres de Mayo gant GoyaAn aergelc’h 1- Petra eo aergelc’h an daolenn?
Tres de Mayo gant GoyaAn endro hag an tudennoù • Al lec’h: kostezur c’hleuz e kichenurgêriadenn • SoudardedNapoleon gant o lifre, prest da dennañwar an emsaverien • Spagnoliz eus ar bobl, hep armoù, urmanac’hkerniet, tudgwasket gant an aon, pleget, warpennoù o daoulin, o kuzhaat o daoulagadrag an daou zen fuzuilhietdija. Un den e gwenn a sav e divvrec’h, warpennoù e daoulinrakar soudarded.
Tres de Mayo gant GoyaAl livioù Liv splann: ruz, melen gwenn-kann a lak kemm mat gant livioù gell ha du ar foñs.
Tres de Mayo gant GoyaAr sklêrijenn Tremenet a oa bet ar fuzulhiadeg e-kerzh an noz; Dont a ra ar gouloù eus ul letern e-kreiz: sklêrijennañ a ra dreist-holl an dud a vo fuzuilhiet. Ar soudarded zo en amc’houloù.
Tres de Mayo gant GoyaAozadur an daolenn Sachet eo an evezh gant an den e-kreiz. 3- Penaos en deus graet Goya evitlakaat an den-sewar-wel? E piv e c’hellersoñjal? 4- Petra en doa c’hoan Goya da ziskwel, d’ho soñj?
An daolenn en istor Rediet e oa bet Napoleon da gas muioc’h- muiañ a soudarded da Spagn evit bezañ mestr war an dachenn met ne deuas ket a benn morse abalamour da emsavadeg ar Spagnoliz ha da sikour an arme Saoz renet gant Wellington. (1813)
Levezon an oberenn Levezonet e oabet Edouard Manet p’endoa livet « Exécution de l'Empereur Maximilien du Mexique » e 1868.
Levezonet e oabetivez Picasso gant Moyaevitdiskuliañtorfedoù arme SUA e Korea. (1951)
Ar romantelezhGraet ‘vez romantek eus oberenn Goya. Lakaat a ra an oberourien romantek ar pouez war ar santimantoù ha diskouez a reont alies o stourm politik en un doare du .
Setu obenneroù romantek all Dos de Mayo, Goya 1814
Ar beajour bammet rak ar mor-koumoul, Mirdi Hambourg, 1818 Caspar David Friedrich (1774-1840)