210 likes | 398 Views
Sevel ur brastres eus aozadur Stadoù Unanet Amerika. Evit sevel ur brastres e rankit strivañ evit ober ul labour kempenn : Dav eo deoc’h livañ dre ret gant kreionoù koad (hep ober roudoù divalav )
E N D
Sevelurbrastres eus aozadur StadoùUnanetAmerika
Evitsevelurbrastres e rankitstrivañevitoberul labour kempenn: • Daveodeoc’hlivañdreret gant kreionoùkoad (hep oberroudoùdivalav) • Daveoober gant urskriturgempouezhageeun: aesoc’h ‘vo da lenn ho prastes ma skrivit gant lizherennoùdistag.
CBD (Karter an aferioù) New York zo e karter Manhattan. Kavet ‘vez e kêrioù bras SUA lec’hioù ar galloudegezh politik hag ekonomik. 1- Hudson river (kenwerzh) 2- East river (kenwerzh) 3- Ground zero: e lec’h ‘oa tourioù ar World trade center (Kenwerzh) 4- Wall street: bours brasañ ar bed (Finañs) 5- Bankoù ha sezoù embregerezhioù bras (Ekonomiezh) 6- sez ONU (Aozadur ar Broadoù Unanet) (Politikerezh)
Kêrioù SUA zolec’hioùpouezustre e-keñver an ekonomiezhhag ar politikerezh: livit ar poentoù e ruz ha skrivitbihanoc’hanv e du. Gritbiroù du fin a-walc’h evitdiskouezdivroiñdiabarzh ar boblañs
Daoust d’an harzserret e teu a benn 1.3 milion a zivroidi da dremen e SUA. Gritbiroùkostezmeurvor Habask (Aziiz), Mec’hiko (Latinos) ha meurvorAtlantel (Europeaniz) evitdiskouez an enbroiñ. Skrivitanv ar pobloù o tivroiñ e kichen ar biroù.
Anveteomegalopolis un dachennvraskêriekaetpenn da bennabalamour da greskkêrioù bras kichen ha kichen. Hinibiz SUA zounan eus reoùbrasañ ar bed: 800 km etre Boston ha Washington. Kelc’hiit e ruz war ho kartennmegalopolisbiz SUA.
Diorroet e oa an industriezh adalek fin an XVIII vet kantved e biz SUA. Er bloavezhioù 1970 e oa kroget gant diaesterioù en industriezhioù-se. Hiziv e vezont o arnevesaat an industriezhioù a oa bet war goshaat.
Er plaenennoù meur vez ul labour douar askoridik. (Amañ e Kolorado) Abalamour d’ar mekanizadur modern eo SUA produerien gentañ ar bed.
Livittakad ar plaenennoùmeure lec’hvezul labour douar askoridik e gwer.
N’eo ket poblet ar menezioù Roc’hellek met desachañ a ra ur bern touristed ha kalz a danvezioù kailh vez korvoet du-hont. Amañ: Touristed o weladenniñ ar « Grand Canyon »
Anveteo « Sun Belt» arvorkornôg ha su ar StadoùUnanet. Birvidikeo an ekonomiezh ha desachañ a ra urbernlabourerien. Livit e melen ar « Sun belt »
Ar « Silicon Valley » zo teknopolenn vrasañ ar bed. Du-se vez kreizennet embregerezhioù bras a uhel deknologiezh ha skolioù-meur enklask.
Grithachuroù ruz e takadoù ar Sun belt e lec’hzo ar muiañ a uheldeknologiezh: Stad Washington, Arvor Kalifornia, Texas ha Florida. Skrivitanv ar Stadoù-mañ.
Evitdiskouez an eskemmoùgraet gant SUA, gritbiroù (unanwarzuAzia, unan e plegmorMec’hikohagunan all warzu Europa.)
Evitachuiñ: • Livit e glas ar morioùhag al lennoù • Skrivit e glas: Meurvor Habask, Pleg-morMec’hiko, MeurvorAtlantel, lennoùmeur. • Skrivit e du Kanada ha Mec’hiko • Klokait an alc’hwez (skrivitkempenn) • Klaskit un titl d’ar brastres