130 likes | 282 Views
V- Alternañs ha kengouarn (1981 - 2012). A- Ar bloavezhioù Mitterrand (1981-1995). 1. Enep piv ha piv e oa bet an eil tro e 1974 hag e 1981?. 2. Perak e soñj ar Frañsizien e vo ur bern cheñchamantoù gant dilennadenn Mitterrand?. A- Ar bloavezhioù Mitterrand (1981-1995).
E N D
V- Alternañs ha kengouarn (1981 - 2012)
A- Ar bloavezhioù Mitterrand (1981-1995) 1. Enep piv ha piv e oa bet an eil tro e 1974 hag e 1981? 2. Perak e soñj ar Frañsizien e vo ur bern cheñchamantoù gant dilennadenn Mitterrand?
A- Ar bloavezhioù Mitterrand (1981-1995) • Pa degouezh François Mitterrand e penn Frañs eo kreñv an dilabour, klask a ra renkañ ar gudenn-mañ gant mennozhioù an tu kleiz: • - Nebeutoc’h a eurvezhioù labour (eus 40 da 39 eur) • - Pempvet sizhunvezh vakañsoù gopret • Diskenn oad al leve da 60 vloaz. • 3. Piv en doa klasket stourm a-enep an enkadenn gant mennozhioù eus an tu kleiz e 1936? • 4. Hervez ar skritell, petra a oa bet graet ivez da vare Mitterrand?
A- Ar bloavezhioù Mitterrand (1981-1995) 6. Klask a ra Mitterrand digreizenniñ un tamm Frañs. Petra dalv digreizenniñ? 5- A-enep soñj lod vrasañ ar Frañsizien, peseurt lezenn a oa bet votet e 1981?
A- Ar bloavezhioù Mitterrand (1981-1995) Met e kendelc’h c’hoazh an dilabour da greskiñ. Ar Frañsizien a zibab e 1986 lod vrasañ an deputeed eus an tu dehou. Kreskiñ a ra kalz ivez an tu dehou pellañ 7. Piv a oa bet anvet Kentañ ministr gant Mitterrand? 8. Penaos ‘vez anvet ar mare e lec’h emañ Prezidant ar Republik hag e Gentañ ministr eus tuoù politikel disheñvel?
A- Ar bloavezhioù Mitterrand (1981-1995) E kerzh daou vloaz e krog ar gouarnamant da Brivatizañ embregerezhioù pe bankoù (Société générale, TF1 ...) 9. Petra dalv privatizañ?
A- Ar bloavezhioù Mitterrand (1981-1995) E 1988 e oa Mitterrand war ar renk evit bezañ dilennet un eil gwech. Trec’h eo a enep Chirac. 10. Piv a oa bet dilennet Prezidant div wech a-raok Mitterrand? Piv eo an daou zen el lein. Perak n’int ket laouen?
A- Ar bloavezhioù Mitterrand (1981-1995) 12- Peseurt feur emglev a oa bet sinet da vare Mitterrand evit krouiñ Unvaniezh Europa? Petra a oa raktreset evit 2002? 11. Petra a oa bet krouet evit sikour ar re baourañ hep lojeiz?
B- Distro an tu dehou (1995-2012) E 1995 eo trec’h Jacques Chirac a enep Lionel Jospin. Diviz a ra chom a sav gant servij an arme. 1. Petra a oa bet krouet evit ramplasiñ ar servij?
B- Distro an tu dehou (1995-2012) Jacques Chirac, Prezidant (tu dehou) Lionel Jospin, Kentañ ministr (Tu kleiz) Met diviz a ra Chirac divodañ ar Vodadeg vroadel e 1997. 2.Perak eo rediet envel un den eus an tu kleiz (Jospin) evit bezañ kentañ ministr?
B- Distro an tu dehou (1995-2012) 3. Da bep eurvezh e oa bet diskennet an amzer labour ? 4. Petra a oa bet krouet dreist-holl evit an dud heñvelreizh? 5. Petra dalv lezenn ar c’hevatalded paotr/plac’h e politikerezh? 6. Peseurt cheñchamant e oa divizet dre referendum e keñver padelezh Prezidant ar Republik e 2000? Chirac ha Jospin o lidañ asambles trec’h skipailh Frañs e 1998.
B- Distro an tu dehou (1995-2012) 7. Peseurt souezhadenn a oa bet e dilennadegoù 2002? 8. Trec’h a oa bet Chirac gant 80% eus ar mouezhioù abalamour d’un emglev republikan. Petra dalv an dra-se?
B- Distro an tu dehou (1995-2012) E 2007 e oa dilennet Nicolas Sarkozy. Gantañ e krog un doare nevez da vezañ Prezidant: Ober a ra sklaer ivez war dro ar politikerezh diabarzh. 9.Peseurt reformoù en deus graet a denn eus ar mennozhioù liberal? Abaoe penn kentañ 2009 e rank talañ eus un enkadenn ekonomikel a sko ar bed a-bezh.